Pajenn:Congres celtique international.djvu/502

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90
ÉPILOG A ZANTEZ TRYPHINA.



Na zarit ket ho taoulagad
War’r pez ho deûz iwe a vad ;
Met wit ann drouk, laret bepred ! —
« Tra ! tra ! — Nentend ket, nentend ket !

Allaz ! perag na on-me ket
Muioc’h gwiek, kaeroc’h disket,
Ewit prezeg hervez ma c’hoant,
Aotrounez, Itrounezed koant !

Me gomzje flour ha deread,
Me raje ur bouket c’houez-vad
Ewit pep-hini, gant bleuniou
Hon prajou, bruk bon meneziou.

Siouas ! n’omp met tudou dister,
N’anvezomp iez na giziou kèr,
Hag ar bluenn hag al levriou
N’int bet biskoas hon benviou.

Met p’oc’h euz bed ar Vadelez
D’hon zelaou gant kalz karantez,
Ha da reï d’imp lod en ho kouel,
’Wel d’holl vugale Breiz-Izel ;

Wit-omp na omp disket nemeur,
A fell d’imp iwe d’ar breudeur
Deut d’hon gwelet a-dreuz ar mor
Laret, gant eur galon digor : —

— « Breudeur ker, bezomp unanet ;
» Harpomp iez hon zadou bepred,
» Ha stourmomp brema, ’vel gwez-all,
» Enep ar Zaoz, enep ar Gall.

» P’oc’h euz stoket euz douar Breiz,
» Laret, ho kalon en ho kreiz
» N’euz ket tridet gant levenez,
» N’euz ket tridet gant karantez ?