Pajenn:Congres celtique international.djvu/500

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
88
ÉPILOG A ZANTEZ TRYPHINA.



N’eo met ewit rei d’ec’h ar c’hoant,
(Neubeud po ezom a arc’hant,) —
Da dont da glewet penn-du-benn
Eur pez ar c’haera ’oufec’h lenn

Deuit ta warc’hoas d’hon gwelet,
C’hoarzinn ha gwela a refet ;
Met bezit leun a vadelez
Ewit hon faziou, tudou gez.

Bet’zo un amzer, n’euz ket pell,
’Weljac’h dre-holl en Breiz-Izell
C’hoari hevelep mysteriou,
War-ar-meas, koulz hag er c’heriou.

Ha na garfac’h-c’hui ket gwelet
Ar c’hiz-koz se o reen bepred ? —
Laret, n’eo ket gwelloc’h, kant gwez,
C’heuil doare ar re-goz, hep mez ?

’Wit mont d’ann hôstaliriou,
D’ar bâl, d’ann holl gwall-c’hoariou,
Lec’h ma kolleur arc’hant, iec’hed,
Ha na ziskeur tra-vad er-bed ?

Ann holl draou-koz-se a wez-all
Laka hon c’halon da dridall,
Hag ar goad en hon gwaziou
A domm hag a gri a weziou.

Indann ann douenn mogedet
Alies e song d’im gwelet
Skeud ar re-goz, skeud hon tadou,
A c’houerz ouzimb, hag hon zelaou !

D’alc’het-mad’ta, holl dut ma bro,
Ha stourmet beteg ar maro ;
Stourmet enep ann holl draou-fall
A zeu d’imb euz a du bro c’hall. —