Pajenn:Congres celtique international.djvu/494

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


MONA,

Klemgan,

Gant F.-M. UHEL.


————


War lez ar ster, hi zreid en dour
Azezet war ar c’hlazenn flour,
Un abarde, Mona Daoulaz
Oa er prat, dindan ar gwern glaz.

Truezuz, ha stouet hi fenn,
Oa ar plac’hik, gant ec’h ankenn ;
Ann daerou euz hi daoulagad,
Steredenne war ieod ar prad.

War ar skour un evnik bihan
Lavaraz neuze, dre hi gan : —
« — N’ stravillet ket ann dour, plac’hik,
» Er giz-ze, gant ho taou-droadik ;

» Rag n’hellin mui gwelet ma skeud,
» Na stered an oabl ken-nebeud :
» Selaouet pedenn un evnik,
» N’ stravillet ket an dour, merc’hik ! »

Monik a lavaras neuze
D’ann evn a gomze er stumm-ze : —
— « N’as be doan, ann dour stravillet
» Hep dale pell, ve sklezr ha net : » —