Pajenn:Congres celtique international.djvu/480

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
KIMIAD EUR ZOUDARD IAOUANK.


Dirag Gwerc’hez ar c’hroaz-hend, nag a wech e touejomp
Na erru-je birviken disparti etre-z-omp.

Iaouank ha dibreder, siouaz ! ne wiemp-ket
Nag a bet c’houerventez er vuez zo hadet ;
Evid omp ne oa, neuze, lezennou na Roue,
N’anveemp med eul lezen, hini ar garante.

Keno ! Ma nez-amezek, Iannig ma gwir vignoun,
Kamarad ma c’hoariou ; ma breur dre ar galoun,
Piou a gemero breman lod ebarz ma foanio ?
Piou a gomzo gan-in-me deuz ar gear hag ar vro ?

Hep-z-oun te ielo breman d’ar parreziou tosta,
Da bigosad al leuriou, barz el lajou-dorna ;
Hep-z-on te iel da c’hounid maout ar c’hourennadek,
Da chasa war rubanou ebarz ar varadek.

Keno ! Ma c’hazek velen, skanv evel eunn heiez,
Mistr evel ul logodenn, jentil vel eunn oanez ;
N’ez santinn ken, dindan-oun, gand ann hast, o tripal ;
Ma daouarn mui ne stagind ar zaeien war da dal.