Mont d’an endalc’had

Pajenn:Charran - Yannig ar c'hemener, 1907.djvu/3

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
MARVAILH NEVE
————
YANNIG AR C’HEMENER
————



TREDE PENNAD

— « E oan evel-se nec’het bras, a lavaras Jannedig, pa antreas eun den henvel ouz eun otro en ti.

« De mad, plac’h yaouank, emean, gwall-nec’het ho kavan, daoust petra ho laka ken nec’het ; lavarit d’in mar plich, da me ho tiboagno. »

Setu me o kontan d’ean ma foan-spered ha ma nec’hamant. P’am oa achu, hag hen o rei d’in ar boned-ze, a zo bet penn-kaoz d’hon fortun, en eur laret d’in derc’hel sonj eus e hano. Enpad pell amzer goude hon dimezi me ’moa sonj eus e hano, nemet gant an amzer me zo deut da ankouat, ha na chom ken nemet eiz devez ma renkimp ’n em dispartian an eil diouz egile goude eur blavez evurusted pen-da-ben.

— « Jannedig, eme Yannig, marteze e oa kemener ive en e stad, ha m’hon dije galvet an holl gemenerien da dont aman dirazoc’h, marteze ho pije anavezet anean ? »

— « Ya marteze, eme Jannig. »

Ma fe, gret e oe. Embannet e oe dre-oll en Breiz d’ar gemenerien en em gavout, a-benn ar yaou da noz, d’an diwean termen, en ti Yannig ar C’hemener, en kanton Perros, evit eun dra a dalvoudegez.

Setu oa ’n em gavet prez war ar gemenerien. Deut e oant holl nemet unan, ha Jannig na anavee hini ebet anê. Koulskoude unan a vanke c’hoaz ha heman a oa red da gaout. Gortozet e oe, nemet na arrue ket. Setu ’oe nec’hamant adarre mui-ouz-mui.

Heman a oa o tont evel-se a drain vat, rak eun tam e oa diweat ive, pa welas eur c’hâd o tifourchan a-douez eur voujen lan. - « Hôla, eme heman, ma c’halfen tapout ar c’hâd-man, ze rafe kals a blijadur da Yannig ha d’e wreg ! » Eur reder mat e oa, mes ’velkent pevar droad a red muioc’h evit daou, ha na c’hellas ket he zapout.

Heuilh a reas ar c’had eur pennad mat koulskoude, ken nac’h eas en eun toull louarn en douar.

— « Mad, emean, aze e tapin anei bepred ! » Disken a reas en toull, mes pegen zouezet ne oe ket, pan en em gavas en eun draouien vras, leun a c’hlazur hag a we huel, e-kichen eur c’hastell kaër meurbet.

— « Bôn, emean, sell ama eun dra fentus avad ! Sur a-walc’h eo ec’h on diskennet en ifern. Ma ! demp bepred da welet piou zo o chom er c’hastell man. »

Ankoueet gantan Jannedik hag ar c’hâd, ec’h eas da welet piou oa o chom er c’hastell. Pan arruas, e oa ar mevelien o fichan eur c’haronz kaër hag o pourchas pep tra evit mont da gerc’hat Jannedig an de war-lerc’h.

— « De-mad d’ac’h, tud vad, emean, c’hwi lavarfe d’in pelec’h emon aman, rak me ’meus kollet ma hend ha n’ouzon ken pelec’h on aru. »

— « Ya, emê, diskennet emoc’h en ti eur markiz bras, ha, ma ’peus c’hoant mont kwit, dalc’het da vont gant an hent-se. »

— « Trugare d’ac’h, emean ; mes lavaret ho pije d’in ive, mar plich, pesort hano an neus ar markiz-se, rak me gred e bras ha pinvik, pan eo gwir an neus treou ken kaër. »

— « E hano, ma den mad, eo markiz Rokilo. »

— « Trugare d’ac’h c’hoaz eur wech, emean adarre ; mes lavaret d’in evit petra e labouret ken kalounek-se hag e laket an treou-se ken kaer ? »

— « Abalamour, emê, e tle hon mestr mont warc’hoaz da vit eur plac’h yaouank war an douar hag a zo promese etreze eur bla-zo. »

Ar c’hemener-man a zonjas dioustu en Jannedig. « ’Meus aon, emean, n’on ket war an douar aman. »

Hag hen da redek ken na nac’he e alan ennan, en eur lavaret bep kammad : « Markiz Rokilo, Markiz Rokilo ! Gant-se, emean, me mo sonj ; rak sur awalc’h, heman a yelo warc’hoaz da gerc’hat gwreg Yannig ; me ’ya da laret d’ean. »

Hag e rede adarre ’n eur laret hano ar markiz. E oa o vont evelse d’ar red pa skoas e droad en eur wrizien gween, hag e koueas d’an douar. « Malloz ar foueltr, emean, markiz Rok ! markiz Rok ! - Arsa Doue, emean c’hoaz, ankouaet am eus. » Setu e renkas adarre mont en dro.

— « Gorteit ’ta, ma zud vad, emean, pesort micher a re ho mestr gwechall ? » — « Kemener, emê, e oa. » — « Ha breman pesort hano an neuz ? » — « Markiz Rokilo » emê adare.

— « Findampret, emean, laër e oa ’ta mar deo deut da vean markiz eus kemener. Sur a-walc’h heman a yelo arc’hoaz da gerc’het Jannig. Lez anean ! n’an nevo ket anei avad ! » Hag hen d’ar red adarre en eur laret bep tro : « Markiz Rokilo ! Markiz Rokilo ! »

Digouezout a reas e ti Yannig ’ben ar fin ha bec’h war-nan ’vel eun den o vont da vougan.

— « Yannig, emean, na grozez ket d’in, rak ma ouijez pesort tro ’meus gret ! » hag hen da gontan e dro hag o laret pelec’h e oa arruet ha dre belec’h e oa tremenet.

— « Hag, emean, ar pez ’meus kavet ar muian fentus e oa klevet e oa aët eur c’hemener da varkiz, me ’zo sur e oa laer hennez ha breman eman en ifern. » Na lavaras ket a c’hevier pan-eo-gwir ar markiz e oa an diaoul.

Gant prez vras e c’houlenjont pesort hano an nevoa.

— « Markiz Rokilo, emean. » — « Hennez eo, eme Jannedig dioustu. Dont a ra da zonj d’in breman. »

Setu aët kwit ar gemenerien pep-hini da gavet e vro. Ne oa ket aet pell bras treid an hini diwean er-maes an ti pan em gavas ar markiz.

— « Ac’hanta, plac’h yaouank, emean, sonj a teus eus da bromese ? » — « Ya, emei, sonj am eus. » — « Pesort hano an nevoa ta ? » — « Markiz Rokilo, eme Jannedig, kenkent. »

O klevet an hano-se, an diaoul ac’h eas ermaez evel eur c’hi klanv, hag a gasas gantan an hanter eus mogeren an ti.

Jannedig ha Yannig, en eur sevel ar vogeren a neve, a oa kwit ; hag an diaoul n’an nevoa bet netra evit e lod.