— « Setu aman eur boned, eme an otro, hag a zo hanval-tre ouz hennez. »
— « Ya, avad, eme Jannedig ; mar karet rei anean d’in, me zo zur eus ma fortun. »
— « Ya, eme an otro, en eur ober eur c’hoarz skrijus, ken na dregernas an ti, te zo sur eus da fortun ! Mar karez, me fortunio ac’hanout ; rak n’a teus ken da ober nemet dimezi d’in hag a po ar boned. »
— « Rin ket, avat, eme Jannedig, na dimezin ket d’ac’h rak roet am eus ma gir da Yannig, ha ne garan nemetan. »
— « Ma, eme an Otro ; mar keret laret d’in e teufet ganin a-benn eur bla aman, de evit de, me roio d’it ar boned. »
Jannedig, hep sonjal, a lavaras ya, rak ar boned a gave mad, ha gantan e oa sur eus Yannig, hag an de warlec’h, e vije dimezet d’ean.
— « Dal, kemer anean ’ta, eme an otro, ha dalc’h da bromeze, ac’han d’an de-man penn bla. »
Jannedig, ken dinec’h ha tra, a gemeras ar boned. War se an otro ac’h eas kwit hep lavaret gir, enpad ma oa Jannedig o sellet ouz ar boned hag o sonjal en Yannig.
Ne oa ket aet mad an otro eus an ti pa dizroas en-dro da laret da Jannedig ar c’homzou-man :
— « Plac’h yaouank, emean, lavaret a ran d’ac’h c’hoaz am eus eun ali da rei d’ac’h, rak arabad eo d’in ankouaat, rei ma hano d’ac’h. Ma hano eo markiz Rokilo. Dalc’het sonj eus an hano-ze, rak m’ho pe sonj anezan, e vezo mad, hag e lezin ac’hanoc’h da vevan en peuc’h gant ho pried, nemet ma n’ho pe ket a sonj, e teufet ganin. »
Neuze ec’h eas kwit hep dizrei mui.
Kenkent ha mac’h eas ermaes ec’h arruas Yannig da c’houlen kelou ar boned. Jannedig, dinec’h mat, e roas d’ean.
— « Mad, eme Yannig ; breman e vefomp dimeet. Ansav a renkan ez oc’h par d’in evit ar labour ! »
Setu e oe gret an eured gant lidou ha digorou bras. Paour ha pinvidig a oe pedet da zont, hag holl e oant laouen gant o lod, hag e veulent ’tro pad ar pred madelez an daou bried neve.
Goude ’oe fin d’ar reuz vras, ec’h eas an daou bried da chom en o zi o unan. Biskoaz ne oe gwelet tiad tud o vevan evurus evel ar re-man.
Yannig a gane kalounek en eur wriat, en keit ha ma vije e wreg o pleal gant labour an ti. Bevan a rejont evurus ha laouen ken na deuas sonj da Jannedig eus ar bromese he devoa gret d’an Otro an nevoa roet d’ei he boneden.
An anken hag ar boan-spered a lakeas anei de-ha-de da dizec’han diwar he zreid, ha Yannik o welet e bried ken drouk-livet ha ken kasti, rak ne oa mui nemet ar skeud anezi, a c’houlennas diganti petra oa kirieg d’ei da vean evel-se karget a velkoni, pan-eo-gwir hen an nevoa bepred eviti ar memes karante.
Jannig a lavaras : « Na dalve ket ar boan d’in lavaret d’ac’h pan-eo-gwir nan oc’h ket evit ma diboanian. »
— « O ! Jannedig kez, emean, lavaret d’in mar plich, ha mar dan gouest d’ho tiboanian, m’hen tou d’ac’h e rin. »
— « Nan, nan, emei, n’oc’h ket gouest, na c’houi na den ebet ! »
Dalc’hel e reaz evel-se da dizec’han ken ne oa ken evit chom en he zav. Ne oa ken ive nemet eiz de ma tlee seveni ar bromese he devoa gret. Noz ha de na re nemet gouelan. Yannig, o welet glac’har hag anken e bried, a c’houlennas c’hoaz diganti petra oa kirieg d’he c’hlenved ha d’he daërou.
— « Ma, emei, Yannig, red eo d’in ansav d’ac’h. An de arok e oamp dimeet, e oan nec’het-bras o welet ne
oan ket evit ober eur boned da hanvalout ouz hoc’h hini ha ken nec’het e oan ken na ouien da betore sant ’n em vestlan. E oan evelse nec’het-bras pa antreas eun den en ti, henvel ouz eun otro.
(Da heuilh)
L. Charran.