Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
129
Treguer.


An Esperanç.

An esperanç a so un donæson digant Doue, hac ur vertu theologal, dre beini e c’hesperomp gant confianç, moyenant graço Doue hac on œuvro mad, meritout ar vuez eternel hac ar voyen da aruout er gloar. Evel ar fe, an esperanç a so habituel hac actuel, general ha particulier. En Doue epquen emàn on esperanç, ar grouadurien ne dint nemet gaou, fragilite, tromplæson. An esperanç evel ar fe a so fontet voar gomzo Doue ; accompagnet a œuvro mad, eo beo ; ep ar garantez a Doue, eo maro, imparfæt, insufisant. Leveromp eta, evel ar Roue David : ha pa falveze da Doue ma lazàn, defaut a vezàn contant eus ar pez a soufràn, am bezo bepret esperanç en àn. Birviquen na vezo tennet eus ma c’halon ar gonfianç am eus penaus eo ma Salver. Bezàn e zomp bugale Doue ha heriterien J. C. Ma Doue, eme David, 1equeet ащ eus ma c’honfianç ennoc’h, na vezin quet abandonet. Groet eta alies acto a esperanç ; ar Speret Santel on assur na vezomp quet abandonet. Spes non confundit.

Pec’hi a rer a enep an esperanç dre re ha dre defaut, pe dre bresomption ha disesper.

1°. Dre re pe dre bresomption, pa sonch dimp ober, ep sicour Doue, œuvro mad, ha meritout ar vuez eternel ; pa c’houlennomp pe pa zomp en sell da receo a beurs Doue ar pez n’en deus quet prometet, evel ma ve esperi e pardono Doue on pec’hejo, ep reparation na pinigen eus on peurs.

2°. Pec’hi a rer a enep an esperanç dre defaut pe dre disesper, pa disesperer, evel Judas, da vezàn pardonet gant Doue abalamour d’an