Na ellomp netra a nez ar c’hraç a Zoue, peini a so ur faveur, un drugarez, ul liberalite, ur sicour a beurs Doue peini na dle netra dimp. Difficil eo rei un abrege eus ar c’hraç. Hon fe a disq dimp penaus na ellomp nemet an drouc anez ar sicour eus ar c’hraç. An Theologianet a disting cals a sort graço. Bezàn so graço accordet dimp evit on silvidiguez on unan, ha graço accordet dimp evit silvidiguez ar re-all : evel ma zeo an donæson eus ar miraclo, al langaich differant, ar prophecio, an talant eus ar brerdication, etc.
Beza so graç habituel ha graç actuel. Ar guenta a chom guenemp hac on groa santel, just hac ageabl da Zoue ; hanvet eo ar c’hraç sanctifiant. Ar c’hraç actuel a so ur sclærigen, ur sicour pe ur mouvamant roet dimp gant Doue evit evita an drouc hac ober ar mad. N’en deus cas pesort graç a recevomp, n’on deus hini nemet dre verito on Salver J. С., ha quement-se a so un articl a fe. An necessite eus ar c’hraç a disq dimp penaus e tepantomp a Zoue, ha penaus eo bet corrompet on natur dre ar pec’het. Non obstant ar sicour eus ar c’hraç e zomp libr, hac un experianç malhurus a ra dimp da anaout penaus e resistomp alies ous ar c’hraç. Eus al liberte-se e teu on merit pe on pec’het. Mar resistomp ous ar c’hraç, chetu nin o pec’hi ; mar heuillomp ar c’hraç, chetu nin o veritout : hac an usaich vad se eus ar c’hraç a ra ma recevomp graço all, hac a c’hraç da c’hraç e arruomp er gloar eternel. Ar pec’her er c’hontrel a goez eus un abym en eguile, ha dre an abus eus e liberte, er malheur eternel. Pa deu misericord