Pajenn:Catechis, 1814.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Evit pedi an Æl mat.

Ha c’hui, ma Æl mat, cannat Doue
Miret ma c’horf ha ma ene,
Ma miret oc’h an Drouc-Speret,
Ha dreist pep tra dioc’h pep pec’het.

Evit pedi ar Sant eus a behini e tougomp an hano.

Ma Faëron, ne veritan quet
Douguen an hano a zouguet ;
Cousgoude, pa m’eus an henor,
Ho pêt sourci eus ho fillor.

Ar Merc’het a lavaro.

Ma Maërones, ne veritan quet ;
Douguen an hano a zouguet ;
Mæs, me ho ped, ma Maërones
Ho pêt sonch eus ho fillores.


Evit pedi Jesus-Christ hac ar Sant da bere hon eus brassa devotion.

Jesus, Mari, ha Joseph, Anna, ha Joacim, Sant Miquel, ma Æl mat, Sant Per, sellet ouzin, Ma Faëron, Santes Barba, glorius Sant Caurintin,

Breman ha var ma maro ho pêt true ouzin.


Evit esperout e Doue ha goull outàn hon ezomou.

PAter noster, qui es in cœlis : sanctificetur nomen tuum. Adveniat regnum tuum. Fiat voluntas tua sicut in cœlo et in terrâ. Panem