Pajenn:Catechis, 1814.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

G. Petra eo poan ar speret ?

R. Da veza collet Doue ; Hac ar boan-ze eo ar vrassa eus an oll boaniou.

G. Petra eo poan ar c’horf ?

R. Da anduri quement-seurt poaniou so, ispicial da veza, losquet hep paoues.

G. An dud fall hac-ii so breman o lesqui c’horf hac ene ?

R. N'eus breman o lesqui nemet o ene, mæs goude ar Varn diveza e vo losquet ar c’horf quercouls hac an ene, hep confort nac esperanç ebet.

G. Perac e vo losquet corf an dud fall assambles gant an ene ?

R. P’en deus bet lod er pec’hejou var an douar, e tle cahout lod er poaniou an Ifern.




AN DEIRVET QUENTEL.
Var ar Purgator.


G. HAc an oll eneou, goude ar maro, a ya d’ar Barados pe d’an Ifern ?

R. Salocraç, cals a ya d’ar Purgator.

G. Petra eo ar Purgator.

R. Ur plaç leun a boaniou, e pehini eneou an dud just a beur-achu o finigen abarz mont d’ar Barados.

G. Pere eo an dud a ya d’ar Purgator ?