Pajenn:Catechis, 1814.djvu/91

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ






AN EIL QUENTEL.
Var ar Barados hac an Ifern.


G. PEtra eo ar Barados ?

R. Ur plaç leun a blijadurezou, e pehini ez eus un eürusdet eternel o velet hac o caret Doue.

G. Pere eo an dud a ya d’ar barados ?

R. Ar re n’o deus quet offancet Doue, pe o deus grêt pinigen goude beza e offancet.

G. Hac ar Sænt so er barados corf hac ene ?

R. O eneou so er barados, mæs o c’horfou ne daïnt d’y nemet goude ar varn diveza.

G. Perac e zaï o c’horfou d’ar barados ? R. Evit caout lod e gioar eternei o eneou, evel m’o deus bet lod var an douar en o finigen hac en euvrou mad.

G. Petra eo an Ifern ?

R. Ur plaç leun a dourmanchou, e pehini an drouc-sperejou hac an dud-fall a vo punisset epad an eternite.

G. Pere eo an dud a ya d’an Ifern ?

R. Ar re a varv e [s]tad a bec’het marvel.

G. Pe seurt poaniou a andurer en Ifern ?

R. Daou seurt ; poan ar speret ha poan ar c’horf.