Pajenn:Catechis, 1814.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ






AN DECVET CHABIST
Var ar pevar Fin diveza eus an Den.


AR GUENTA QUENTEL.
Var ar Maro hac ar Varn.


G. PEhini eo ar guir voyen da bellaat dioc’h ar pec’het ?

R. Sonjal erfat er pevar fin diveza eus an den, pere eo ar Maro, ar Varn, ar barados hac an Ifern.

G. Petra eo ar Maro ?

R. An disparti etre ar c’horf hac an ene.

G. Hon eneou hac-ii a varvo ?

R. Salocraç, an eneou ne varvont quet.

G. Pelec’h e zaï hon ene goude ar maro ?

R. Comparissa a raï dirac Doue evit beza barnet var ar mad hac an drouc e do grêt, hac ar varn-ze a hanver ar varn particulier.

G. Oc’hpenn ar varn particulier ha ne vo quet ur varn general da fin ar bed ?

R. Ya, da fin ar bed e teui Jesus-Christ da varn an oll dud, evit disqueus e faç ar bed-oll gloar ar Sænt ha mæz ar bec’herien.