Pajenn:Catechis, 1814.djvu/9

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

ar sourciou a so cals en tu-all d’o galloud, a recevo ivez ur soulageamant bras er loden-se quen important ha quer poannius eus o minister.

Evit ar raesonniou-se, hon deveus ordrenet ar pez a so aman varlerc’h :


Articl quenta.


Adalec an devez ma vezo bet publiet ar Mandamant-mâ eus hor perz, ar C’hatechis bras ha bian, evit usaich oll Ilisou Franç, na vezo mui desquet en hon Escopty.


Art. II.


Ar C’hatechismou o devoa hor predecessoret publiet evit Escoptyou Quemper, Leon ha Treguer, a vezo hepquen desquet hivisiquen en hon Escopty, quen er Parreziou, quen er Semineriou, er Scolaichou a bep renq, en Tyez a bantion, en Hospitaliou hac en Tyez a scol evit ar vugale eus an eil sex hac eguile.