Pajenn:Catechis, 1814.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

G. Pet-seurt Euvrou a drugare so ?

R. Daou seurt ; darn evit an ene, ha darn evit ar c’horf.

G. Pet so evit an ene ?

R. Seiz.

1. Disqui ar re ignorant.
2. Corrigea ar re a fazi.
3. Rei cusul vad d’ar re o deus ezom.
4. Consoli ar re affliget.
5. Pardoni an injuriou.
6. Pedi evit hon adversourien.
7. Pedi evit ar re veo hac ar re varo.

G. Pet euvr a drugare so evit ar C’horf ?

R. Seiz.

1. Rei da zibri d’ar re o deus naon.
2. Rei da efa d’ar re o deus sec’het.
3. Guisca ar re noaz.
4. Logea ar beaurien hac an dud estren.
5. Bisita ar re glàn.
6. Dilivra pe gonsoli ar brisonerien.
7. Sebelia ar re varo.