Pajenn:Catechis, 1814.djvu/84

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


G. Piou eo hon Nessa ?

R. Quemest den so, memes hon adversourien.

G. Ha ni so obliget da garet hon adversourien ?

R. Ya, Jesus-Christ a gourc’hemenn deomp o c’haret, pedi evit-o, hac ober vad deo.

G. Ha ni dle ober alies Actou a Garante ?

R. Ya, ispicial da vintin, pa zavomp, da nos pa zeomp da gousquet, pa glevomp an Ofern, ha pa recevomp ur Sacramant bennac.

G. Gret un Act a Garante, quen evit Doue, quen evit an Nessa ?

R. Ma Doue, me ho car a greis ma c’halon, dreist quement tra so, abalamour ma oc’h infinimant mat ha dign da veza caret : me gar ive va Nessa eveldoun ma-unan abalamour deoc’h.




AR BEDIRVET QUENTEL.
Var ar Vertuziou moral.


G. Pere eo ar principala Vertuziou moral ?

R. Pedir eo : ar Brudanç, ar Justiç, an Nerz, hac an Temperanç.

G. Petra eo ar Brudanç ?