Pajenn:Catechis, 1814.djvu/80

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


R. Ave Maria.... E fin at C’hatechis.

G. Leveret an Ave Maria e Brezonec ?

R. Me ho salud.... E fin ar C’hatec’his.

G. Pere eo c’homsou an Æl Gabriel ?

R. Ar c’homsou a lavaras d’ar Verc’hes pa zisclerias dezi e vise Mam da Vap Doue. Me ho salud, Mari, leun a c’hraç, an Autrou Doue so gueneoc’h.

G. Pere eo comsou Santes Elizabeth ?

R. Ar c’homsou a lavaras d’ar Verc’hes pa e devoe an enor de receo en he zi. Beniguet oc’h dreist an oll Groaguez, ha beniguet eo ar C’hrouadur a zouguet.

G. Pere eo comsou an Ilis ?

R. Chetu hi aman. Santes Mari, Mam da Zoue, pedet evidomp pec’herien, bremàn hac en heur ar maro. Evellen bezet grêt.




AN EIZVET CHABIST.
Var ar Verrtuziou Theologal ha moral.


AR GENTA QUENTEL.
Var ar Feiz.


G. PEt Vertu Theologal so ?

R. Teir, ar Feiz, an Esperanç hac ar Garante.

G. Petra eo ar Feiz ?