Pajenn:Catechis, 1814.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

G. Petra sinifi ar seizvet goulen : Hon delivret a zrouc ?

R. Goulen a reomp oc’h Doue ma plijo ganta hon dilivra dioc’h pep seurt drouc, ispicial dioc’h ar pec’het hac an daounacion eternel.

G. Perac e leveromp-ni Amen, pe evelse bezet grêt ?

R. Evit disqueus ar fianç hon eus da receo dre veritou Jesus-Christ quement tra a c’houllomp oc’h Doue.




AR BEDIRVET QUENTEL.
Var an Ave Maria hanvet Salud an Æl.


G. GOude servicha Doue, pehini eo quenta dever ur C’hristen ?

R. Beza devot d’ar Verc’hes, rac ma eo Mam da Zoue, Rouanes an dud hac an Ælez, ha Santela hini so bet crouet gant Doue.

G. Pehini eo ar brincipala Peden a dleomp da ober evit enori ar Verc’hes ?

R. An Ave Maria, pehini so ur Beden composet eus a gomsou an Æl Gabriel, eus a gomsou Santes Elisabeth hac eus a gomsou an Ilis.

G. Leveret an Ave Maria e Latin ?