Pajenn:Catechis, 1814.djvu/78

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


deomp rên gantâ en e c’hloar epad an eternite.

G. Petra choullomp-ni pa leveromp : Ho polonte bezet grêt en douar evel en En ?

R. Goull a reomp ar c’hraç d’ober bolonte Doue var an douar, evel ma ra an Ælez hac ar Sænt er Barados.

G. Petra e c’houllomp-ni dre ar c’homsou-màn : Roët deomp hirio hor bara pemdeziec ?

R. Goull a reomp quement so necesser bemde evit hor c’horf hac hon ene.

G. Petra c’houllomp-ni dre ar c’homsou-màn : Pardonnet deomp hon offançou ?

R. Goull a reomp oc’h Doue ar pardon eus hor pec’hejou, hag ar c’hraç d’ober guir binigen.

G. Petra e leveromp-ni goude-se : Evel ma pardonomp d’ar re o deus hon offancet ?

R. Evit digaç sonch deomp e tleomp pardoni d’ar re o deus hon offancet, mar fell deomp beza pardonet gant Doue.

G. Petra choullomp-ni dre ar c’homsou-màn : N’hon abandonnet quet d’an dentation ?

R. Goull a reomp oc’h Doue m’hon diouallo dioc’h an tentacionou, pe ma roï deomp ar c’hraç d’o zrec’hi.