Pajenn:Catechis, 1814.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

loud-ze dezi, hac en deus ordrenet deomp senti out-hi.

G. Pet Gourc’hemenn en deus roet deomp-ni an Ilis ?

R. C’huec’h brincipal.

G. Leveret Gourc’hemennou an Ilis

R. Cleo devot a-ben-da-ben… E fin ar C’hateckis ?




AN EIL QUENTEL.
Var ar c’henta hac an eil Gourchemenn.



G. PEtra ordren deomp-ni an Ilis dre ar c’henta Gourc’hemenn : Cleo devot a-ben-da-ben, bep Sul, bep Gouel an Ofern ?

G. Ordren a ra clevet an Ofern a-ben-da-ben d’ar Suliou ha d’ar Goueliou Berz, gant attancion ha devocion.

G. Da be Ofern ispicial e fell d’an Ilis e zaëmp-ni d’ar Suliou ha d’ar Goueliou ?

R. Da Ofern ar Barres.

G. Evit petra e tleomp-ni mont da Ofern ar Barres ?

R. Evit tri zra principal. Ar c’henta, rac ma leverer Ofern ar Barres evit ar Barressionis. An eil, rac ma plich mui da Zoue ar pedennou commun a ra ar Barressionis etrezo, assambles gant o Ferson,