Pajenn:Catechis, 1814.djvu/70

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


anaveont quet, ha da bere ne d’ê quet necesser o rei da anaout.

G. Ar re o deus goal vrudet o Nessa dre o zeodadou faus pe dre o drouc-preseg , da betra int-ii obliget ?

R. Da repari e enor dre quement moyen ma ellont.

G. Ha permetet eo rei scouarn d’an teodou fall, ha quemeret plijadar och o c’hlevet ?

R. Salocraç, nep a chelaou un drouc-preseguer, so alies coupabl eus e bec’het.

G. Petta eo drouc-sonjal var an Nessa ?

R. Credi re vuhan en deus grêt un drouc-bennac.




AR C’HUEC’HVET CHABIST.
Var Gourchcmennou an Ilis.


AR GUENTA QUENTEL.


G. HAg aoualc’h eo, evit beza salvet, miret Gourc’hemennou Doue ?

R. Salocraç, ret eo miret c’hoas Gourc’hemennou an Ilis.

G. An Ilis hac hi a ell rei Gourc’hemennou deomp ?

R. Ya, Jesus-Christ en deus roet ar gal-