Pajenn:Catechis, 1814.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

G. Pa n’en deus un den nemet lod eus ar pez ma eo obliget da restitui, petra dle- -èn da ober ?

R. Restitui a dle ar pez en deus, ha cahout ur guir volonte da restitui an nemorand, quenta ma allo.

G. Ha pec’het eo presta archant var interest, da lavaret eo, presta gant condicion ma vo rentet deomp mui evit n’hon eus prestet ?

R. Ya, ur pec’het bras eo, pehini a oblich da restitui.

G. Hag aoualc’h eo, evit miret ar Gourc’hemen-màn, en em ziouall dioc’h laëronci ?

R. Salocraç, ret eo c’hoas rei an alusen d’ar Beurien, rac m’en deus gourc’hemennet Jesus-Christ e ober, ha gourdrouzet ma ne reomp quet.

G. Da betra omp-ni c’hoas obliget dre ar Gourc’hemen-màn ?

R. Obliget omp d’en em gontanti eus ar stad ma omp lequeet gant Doue, hep cahout avi oc’h hini ar re-all.