Pajenn:Catechis, 1814.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





AN DECVET QUENTEL.
Var ar seizvet hac an decvet Gourc’hemenn.


7. En em ziouall dioc’h laeronci,
Na domach da c’hente na ri.

10. Madou re-all ne zesir quet,
Evit o c’haout hep guir erbet.


G. PEtra zifen Doue dre an daou Gourc'hemenn-màn ?

R. Difen a ra ober gaou oc’h an Nessa en e vadou, ha memes cahout c’hoant d’e ober.

G. E pet fæçon ec’h aller ober gaou oc’h an Nessa en e vadou ?

R. E teir fæçon. Da guenta, o laeres e vadou. D’an eil, oc’h o miret a enep e volonte. D’an drede, oc’h ober coll dezan.

G. Ar re o deus grêt gaou oc’h an Nessa en unan bennac eus an teir fæçon-se, da betra int-hi obliget ?

R. Da restitui ar pez o deus laëret pe viret, ha da repari ar gaou o deus grêt, quenta ma allint.

G. Ma ne aller quet anaout an hini a so grêt ganou [sic] ountâ, nag e Hiritourien, petra renquer da ober ? R. Ret eo goull cusul oc’h ur Choëssour goüiec, hac heulia e avis.