Pajenn:Catechis, 1814.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

quenver o Mestri hag o Mestreset.

R. Tri brincipal zo. Ar c’henta, mancout da cahout resped evito. An eil, mancout da senti out-o. An drede, mancout da ziouall o madou.

G. Pere eo deverou ar Mistri ha Mestreset e quenver o servicherien ?

R. Tri brincipal zo. Ar c’henta, cahout sourci ma vint desquet mat, ba ma vevint e guir Gristenien. An eil, o c’hourrija, hep bea re rust out-o. An drede, pea deo ar c’houmananchou so dlet deo herve Doue.




AR SEIZVET QUENTEL.
Var ar bempet Gourc’hemenn.


Mir ne lazi den er bed,
Nag a galon, nag a efet.


G. PEtra zifen Doue dre ar pempet Gourc’hemenn ?

R. Difen a ra laza an Nessa, pe en em laza e-unan ; ha memes difen a ra ar scandalou, an injuriou, ar gassoni, ober pe desirout drouc d’an Nessa.

G. Petra dleomp-ni da ober pa lavarer injuriou deomp ?

R. O anduri gant paciantet abalamour da Jesus-Christ.