Pajenn:Catechis, 1814.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

R. Salocraç, en em escusi a dleont, ha senti oc’h Doue quent evit oc’h an dud.

G. Ha ne dle quet choas ar vugale enori o Lestat, o Lesvam, o Gouard, o Yontret ha Mouërebet, hag o C’herent all hervez o ouad hag o otorite ?

R. Ya, o enori a dleont.

G. Da betra omp-ni c’hoas obliget dre ar bevare Gourc’hemenn ?

R. Obliget omp da enori quement den en deus guir da gommandi deomp, quen tud a Ilis, quen tud ar bed, ha da senti out-o.




AR SEIZVET QUENTEL.
Var ar bevare Gourc’hemenn.


G. PEtra eo deverou an Tadou ha Mamou e quenver o bugale ?

R. Pemp so. Ar chenta, disqui pe lacat disqui deo ar guirioneou christen. An eil, o c’hourrija pa vancont, mæs dre gaër ha dre garante. An drede, rei exempl vat deo. Ar bevare, o maga hag o guisca herve o danve hag o stad. Ar bempet, cahout sourci da rei deo quellennadurez vat, ha da glasq deo, pa ellont, fortun dereat.

G. Pere eo pec’hejou ar Servicherien e