Pajenn:Catechis, 1814.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

G. Pere eo al labourou so difennet da Sul ?

R. Al labourou a ra bemde an Devezourien hag ar Vicherourien evit gonit o boëd.

G. Piou eo ar re a bec’h a enep ar Gourc’hemen-màn ?

R. Ar re a labour o-unan, pe a laca babourat [sic] hep necessite hag hep permicion.




AR C’HUEC’HVET QUENTEL.
Var ar bevare Gourc’hemenn.


Da Dad, da Vam a enori,
Ha da vuhe a astenni.


G. DA betra omp-ni obliget dre bevare Gourc’hemenn ?

R. Obliget omp da garet hon Tad hag hor Mam, da zouguen resped deo, da senti out-o, ha d’o soulagi en o ezomou.

G. Pere eo ar vugale a vanq da garet o Zat hag o Mam ?

R. Ar re o deus cass out-o, ne fell quet deo beva gant-o, hag a gare o guelet maro.

G. Pere a vanc da senti oc’h o Zat hag oc’h o Mam ?