Pajenn:Catechis, 1814.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





AR PEMPET QUENTEL.
Var an drede Gourc’hemenn.


Miret a ri an oll Suliou.
Gant euvrou mat ha pedennou.


G. PEtra ordren Doue deomp-ni dre an drede Gourc’hemenn ?

R. Ordren a ra deomp santifia ar Sul, da lavaret eo, da guenta e tleomp implija an dei-se e servich Doue ; d’an eil, lezel al labourou ordinal.

G. Petra so ret da ober evit implija ar Sul e servich Doue ?

R. Ret eo dreist pep tra clevet an Ofern en dez-se, ha pec’het bras eo chom hep he c’hlevet.

G. Hac aoualc’h eo clevet un Ofern simpl evit santifia ar Sul ?

R. Salocraç, pep Christen mat a dle c’hoas assista, hervez e c’halloud, en Ofiçou a rer en e Barres, er Proniou, er Sermon, er C’hatechis , hag ober euvrou mat.

G. Penaus e vanquer liessa da santifia ar Sul ?

R. O chom hep mont d’an Ofiç divin, o tremen ar Sul e mesventiou, e c’hoariou, pe en ebatou all pere a sistro an dud dioc’h servich Doue.