Pajenn:Catechis, 1814.djvu/59

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


G. Petra ententet-hu dre ur goms injurius da Zoue ?

R. Me entend comsou injurius da Zoue, tamal dean un defaut bennac, evel lavaret : Doue so injust ; peautramant, nac’h unan bennac eus e berfeccionou, evel lavaret : Doue n’ê quet mat, n’en deus sourci ebet ac’hanomp, etc.

G. Ar Blasphem hag-èn so ur pec’het bras ?

R. Ya, ur pec’het grevus, ur pec’het milliguet, pehini a denn varnomp punicionou Doue ar re vrassa.

G. Petra eo drouc-pedi ?

G. Desirout dean e-unan pe d’e Nessa, un drouc bennac, evel ar maro, possession an drouc-speret, an daounacion eternel, etc.

G. Petra so ordrenet deomp-ni dre an eil Gourc’hemenn ?

R. Ordrenet eo ober ar pez hon eus prometet da Zoue dre veu.

G. Petra eo ober veu ?

R. Prometi da Zoue a barfetet, hag en em oblija da ober un dra vat bennac.

G. Ober veu, hag-èn so un dra a blich da Zoue ?

R. Ya, mæs arabat eo e ober re vuhan, nag hep avis.