Sænt, hag en em lequeomp var hon daoulln dirazo ?
R. Evit enori ar Sænt a represantont.
Hep caus e Hano ne doui quet,
Nag ive netra eus ar bed.
G. PEtra a zifen Doue ouzomp-ni dre an eil Gourc’hemenn ?
R. Tri zra. Da guenta, touet hep ræson. D’an eil, blasphemi. D’an drede, ober goall bedennou.
G. Petra eo touet ?
R. Quemeret Doue, pe un dra bennac da dest eo guir ar pez a lavarer.
G. E pet fæçon e pec’her o touet ?
R. E teir feqon. Ar guenta eo touet a enep ar virione, ar pez so hanvet fals ledouet. An eil, touet gant guirionez, mæs hep necessite. An deirvet, touet ober drouc.
G. Ha permetet eo avechou touet ?
R. Ya, evel pa ra ar Barner sevel an dorn evit renta testeni d’ar virione.
G. Petra eo ar Blasphem ?
R. Ur goms injurius da Zoue, pe d’ar Sænt, pe d’an traou sacr.