Pajenn:Catechis, 1814.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

G. Ha neus quet ur stad-all parfetoc’h evit hini ar Briedelez ?

R. Eo, hini ar Guerc’hdet.




AR BEMPET CHABIST.
Var Gourc’hemennou Doue.



AR GUENTA QUENTEL.
Var Gourc’hemennou Doue e general.


G. HAc aoualc’h eo, evit bea salvet, bea badeet ha Credi e Jesus-Christ ?

R. Salocrag, ret eo c’hoas gout ha miret Gourc’hemennou Doue ha re an Ilis.

G. Pet Gourc’hemenn Doue so ?

R.Dec so. An tri guenta a verq ar pez a dleomp da Zoue, hac ar seiz-all ar pez a dleomp d’an Nessa.

G. Leveret Gourc’hemennou Doue ?

R. Un Doue hepquen a adori..... E fin ar Chatechis.