Pajenn:Catechis, 1814.djvu/52

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


c’het marvel ha ma ne ell quet coës, ober un Act a Gontrition, desirout ha goull, mar guell, dre ur sin bennac an absolven.

G. E petra e tle sonjal, pa receo an Nouen

R. Da bedi a galon assambles gant an Ilis, da lacaat e fianç e madelez Doue, ha da c’houll pardon outàn eus ar pec’hejou en deus grêt dre ar memprou eus e gorf oc’h pere e toucher an Oleo Sacr.

G. Petra dle c’hoas an den clan da ober ?

R. Beza contant eus a volonte Doue, hac unissa e boan gant hini Jesus-Christ en e Bassion, er Jardin Olivet, ha var ar Groas.

G. Ar re so teo presant, petra dleont-i da ober ?

R. Pedi evit an den clàn, hac ober o sonch da veva e guir Gristenien evit cahout ur maro mat.

G. Ha ret eo gortos an amzer diveza evit beza Nouennet ?

R. Salocraç, aoualc’h eo beza goall glan; hac ar re a receo an Nouen gant anaoudeguez mat a receo mui a c’hraçou.