Pajenn:Catechis, 1814.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

satisfia da Zoue ?

R. Ya, rac petra bennac ma eo pardonet deomp ar boan eternel dre an absolven, e chom c’hoas peurvia ur boan temporel a rencomp da anduri er bed-màn pe er bed-all.

G. Dre pe seurt pinigennou ellomp-ni satisfia da Zoue ?

R. Dre ar Yun, ar Beden, an Alusen, ha dreist peb tra, dre ar Binigen ordrenet gant ar Choëssour.

G. Petra dleomp-ni da ober pa deu sonch deomp hon eus ancoët hor Pinigen ?

R. He ober a dleomp quer buhan ha ma teu sonch deomp, ha quenta ma ellomp.

G. Ha ni a ell satisfia da Zoue dre al labour, ar poaniou, ha trubuillou ar bed ?

R. Ya, mar o offromp da Zoue, ha mar o anduromp gant patiantet abalamour dezàn.

G. Hac aoualc’h eo satisfia da Zoue ?

R. Salocraç, ret eo c’hoas satisfia d’an Nessa, mar hon eus e offancet, o repari ar gaou hon eus gret outan en e gorf, en e vadou, pe en e henor.