Pajenn:Catechis, 1814.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

receo gant humilite ar binigen a ro deomp.

G. Petra a rencomp-ni da ober pa ro ar Choëssour an absolven deomp ?

R. Ret eo he receo gant un humilite vras, hac ober un Act a Gontrition.

G. Pa ve lavret deomp gortos, penaus e tleomp-ni en em prepari evit receo an absolven ?

R. Ret eo en em brepari, o veva e guir benitant, hac oc’h ober heb manc ebet ar pez en deus ordrenet hor C’hoëssour, pe hon aliet da ober.

G. Hac-èn zo mat ober ur Goëssion general ?

R. Ya, alies eo mat, hac aveichou eo necesser ober ur Goëssion general.




AR BEVARZECVET QUENTEL.
Var ar Satisfaccion.


G. PEtra zo ar Satisfaccion ?

R. Repari an injur hon eus grêt da Zoue ha d’an Nessa.

G. Ha rêt eo evit ober ur Goëssion vat, beza resolvet da satisfia da Zoue ?

R. Ya, anes ne recevomp quet ar pardon eus hor pec’hejou.

G. Goude m’hon eus recevet an absolven eus hor pechejou, ha ni so c’hoas obliget da