Pajenn:Catechis, 1814.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

G. Ha-ni a dle cahout aoun da lavaret hon oll bechejou d’ar C’hoëssoret ?

R. Salocraç ; rac n’ellont quet disculia ar Goëssion didan boan da goueza etre daouarn justiç Doue, hag hini ar bed.




AN DRIZECVET QUENTEL.
Var ar Goëssion.


G. PEtra rencomp ni da ober pa vemp e quichen treid ur C’hoessour ?

R. Ret eo ober Sin ar Groas, ha lavaret d’ar Belec : Roët din, ma Zad , ho penediccion, abalamour m’am eus pec’het.

G. Petra rencomp-ni da ober p’en deus roët ar Belec ar Venediccion deomp ?

R. Ret eo lavaret ar Gonfiteor bete meâ culpâ, discleria pegueit so abaoue hor C’hoëssion divea, lavaret ha ni hon eus bet an absolven, ha grêt hor pinigen.

G. Petra hon eus-ni da ober goude-se ?

R. Ret eo discleria gant lealdet, da viana an oll bec’hejou marvel eus a bere hon eus sonch, an niver aneo hac ar circonstançou principala.

G. Petra dleomp-ni da ober goude bea discleriet hor pechejou ?

R. Ret eo achui ar Gonfiteor, chelaou gant respet avisou mad ar Choëssour, ha