Pajenn:Catechis, 1814.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Doue evidomp, hag hon ingrateri en e andret. D’an drede, Passion Jesus-Christ, eus a behini omp bet caus dre hor pec’hejou. D’ar pevare, an Ifern pehini hon eus meritet, hag ar Barados hon eus collet.




AN UNNECVET QUENTEL.
Var ar Gontricion.


G. PEtra eo ar propos ferm ?

R. Ur guir resolucion da vervel quent evit ober biquen ur pec’het marvel hepquen.

G. Penaus ellomp-ni anaout ha ni hon eus bet ur propos ferm d'en em viret oc’h ar pec’het en amser da zont ?

R. Ar guella merc eo, mar hon eus senchet buhe, ha quiteet an occasionou eus ar pec’het.

G. Ha ne dleomp-ni ober Actou a Gontricion nemet pa zeomp da goës ?

R. Alies e tleomp o ober, ispicial da nos ha da vintin, ha pa zeuomp da anaout hon eus offancet Doue.

G. Grêt un Act a Gontricion ?

R. Ma Doue, cueus [sic] am eus da vea hoc’h offancet, abalamour ma oc’h mat, ma veritet bea caret, ha ma tisplich deoc’h ar pec’het. Ho pedi a ran dre veritou Jesus-