Pajenn:Catechis, 1814.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

da Zoue, ha ma ra deomp coll ar Barados ha meritout an Ifern.

G. Petra ententet-hu dre ur Gontricion souveren ?

R. Me entend e tleomp cahout mui a c’hlac’har da vea offancet Doue, evit eus a quement drouc a ouffe arruout ganeomp.

G. Petra ententet-hu pa leveret e tle ar Gontricion bea Universel ?

R. Me fell din lavaret e tleomp cahout glac’har eus an oll pec’hejou, da viana, eur ar re varvel, hep excepti nicun.

G. Ha necesser eo ar Gontricion evit receo ar pardon eus ar pec’hejou ?

R. Ya, quen necesser eo ar Gontricion, n’aller quet hep-di receo e nep fæçon ar pardon eus ar pec’hejou.

G. Petra renquer da ober evit cahout ur guir Gontricion ?

R. Ret eo he Goull oc’h Doue, ha sonjal a barfetet er ræsoniou hag er guirioneou capabl d’ober deomp cahout ur guir g1ac’har.

G. Pere eo ar ræsoniou hag ar guirioneou capabl d’ober deomp cahout ur guir glac’har ?

R. Pedir brincipal zo. Da guenta, ar vadelez infinit eus an Autrou-Doue pehini hon eus offancet. D’an eil, carante