Pajenn:Catechis, 1814.djvu/42

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


anaout hor pec’hejou, ha sonjal erfat e petra hon eus offancet Doue abaoue hor C’hoëssion divea, dre sonjou, dre gomsou, dre oberou, ha dre vancamanchou.

G. Var petra e rencomp-ni en em examina ?

R. Var Gourc’hemennou Doue ha re an Ilis, var ar seiz Pec’het capital, ha var an deverou eus ar stad e pehini e vevomp.

G. E petra c’hoas eo ret sonjal evit ober mat an examin ?

R. Ret eo da pep-unan sonjal en e vacacion ordinal, en dud hag er plaçou en deus darempredet, en afferiou en deus bet, en e voal inclinacionou, hag en e voall accustumançou.

G. Pe seurt sourci a dleer da cahout oc’h examina e goustianç ?

R. A memes sourci evel a gustumer da gahout en afferiou a gonsecanç.

G. Penaus ec’h aller renta æssoc’h an examen-ze ?

R. Oc’h examina bemnos e goustianç abarz mont da gousquet.