Pajenn:Catechis, 1814.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

en deus roet deo, hag evit ma plijo gant-o pedi Doue evidomp assambles ganeomp.

G. Pere eo ar fautou a rer peur-liessa epad an Ofern ?

R. Coms en Ilis, bea diresped ha disonch.

G. E petra ispicial e renquer sonjal epad an Ofern ?

R. Ret eo offri Jesus-Christ da Zoue er memes intancionou ma en offr e-unan.

G. Pere eo an intancion-ze ?

R. Setu-hi amàn. Da guenta, da adori Doue; d’an eil, da satisfia d’e justiç evit hor pec’hejou; d’an drede, d’e drugarecaat eus e vadelezou; d’ar bevare , da c’houll out-han e c’hraçou.

G. E pttra c’hoas e c’haller sonjal epad an Ofern ?

R. Mat eo sonjal e Passion hag e maro Jesus-Christ.

G. Evit petra e offr an Ilis Sacrifiç an Ofern ?

R. Evit santifia ar re veo, hag evit soulagi an Anaoun.