Pajenn:Catechis, 1814.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

e Oad dindan ar speç eus a Vin ?

R. Jesus-Christ a so oll dindan pep hini eus ar speçou, hag oll dindan pep parti eus ar speçou.

G. Perac leveret-hu ema Jesus-Christ oll dindan pep-hini eus ar speçou ?

R. Abalamour Jesus-Christ so eno leun a vuhe; hag evelse e Gorf, e Oad hag e Ene n’ellont quet bea dispartiet.

G. Pa dor ar Belec an Hosti consacret, ha terri a ra-en ive Corf Jesus-Christ ?

R. Salocraç, ne dor nemet an apparançou eus ar bara.




AR C’HUEC’HVET QUENTEL.
Var ar Gommunion.


G. PEre eo an disposicionou necesser evit communia erfat, da lavaret eo, evit receo erfat Sacramant an Auter ?

R. Daou seurd so; darn evit ar c’horf, ha darn evit an ene.

G. Pet disposicion so evit ar c’horf ?

R. Diou so dreist an oll.

G. Pehini eo ar guenta ?

R. Ret eo bea var yun, da lavaret eo, hep bea na debret nac efet abaoue anter-nos, nemet pa gommunier en ur c’hlenvet dangerus.