Pajenn:Catechis, 1814.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

R. Pep den, quen goaset, quen merc’het, a ell badea e cas a necessite ; mæs pa ne ve quet necessite, ur Belec hepquen ha [sic] dle e ober.

G. Perac e roer ur Paëron hag ur Vaërones d’an hini a ve badeet ?

R. Evit ma teui ar Paëron hag ar Vaërones da gretaat evit o Fillor pe o Fillores, ha ma raïnt deo miret promessaou o Badiant.




AN DEIRVET QUENTEL.
Var ar Gonfirmacion.


G. PEtra eo ar Gonfirmacion ?

R. Ur Sacramant eo pehini a ro deomp ar Speret-Santel gant an abondanç eus e c’hraçou, evit hon renta Christenien barfet.

G. Penaus e ra-en Christenien barfet ac’hanomp ?

R. O creaat ennomp graç hor Badiant, hag o rei deomp nerz da anzao ar Feiz dirac an oll, memes gant danger hor buhe.

G. Pet seurd disposicionou so necesser evit receo erfat ar Gonfirmacion ?

R. Daou seurd so; darn evit ar c’horf, ha darn evit an ene.

G. Pet disposicion so evit ar c’horf ?