Pajenn:Catechis, 1814.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

R. Me entend penaus Jesus-Christ da ben an trede de goude e varo, a unissas adarre e Ene gant e Gorf, hac e savas eus ar be leun a c’hloar.

G. Petra sinifi ar c’homsou-màn : So pignet en En ?

R. Ar c’homsou-ze a sinifi e pignas Jesus-Christ en En dre e vertu e-unan, daou-uguent de goude bea ressuscitet.

G. Petra ententet-hu dre ar geriou-màn : Azeet en tu-dehou da Zoue an Tad oll-galloudec ?

R. Da lavaret eo, Jesus-Christ evel Map da Zoue, so quer galloudec hac e Dad ; hac evel Den, en deus mui a c’hloar hac a c’halloud evit quement hini so crouet.

G. Petra sinifi ar c’homsou-man : Ac’hano e teui da varn ar re veo hac ar re varo ?

R. Da lavaret eo, da fin ar bed e vo guelet Jesus-Christ o tisquenn eus an En, evit barn an dud oll.

G. Petra ententet-hu dre ar c’homsou-màn : Ar re veo hac ar re varo ?

R. Me entend an oll dud varo quent deiz ar Varn, ha memes ar re a vo beo neuse, pere a varvo hac a ressuscito evit bea barnet.