Pajenn:Catechis, 1814.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

R. Ar c’homsou-se a sinifi e voe distaguet Corf Jesus-Christ dioc’h ar Groas, goude e varo, ha lequet en ur Be.




AR PEMPET QUENTEL.

Pempet Articl. So disquennet en Infernou, d’an trede deiz ressuscitet eus a varo da veo.

C’huec’hvet Articl. So pignet en En, aseet en tu-deou da Zoue an Tad oll-galloudec.

Seizvet Articl. Ac’hano e teui da varn ar re veo hag ar re varo.

Eizvet Articl. Me gred er Speret-Santel.


G. PEtra sinifi ar c’homsou-man : So disquennet en Infernou ?

R. Ar c’homsou-se a sinifi e tisquennas Ene hor Salver, goude ma voa bet dispartiet dioc’h e Gorf, el lec’h e pehini e repose Eneou an dud just, maro e graç Doue, abaoue commançamant ar bed.

G. Perac e tisquennas Ene Jesus-Christ el lec’h-se ?

R. Evit tenna ac’hano Eneou an dud just, hag o c’hundui d’ar Barados.

G. Petra ententet-hu dre ar c’homsou-mân : d’an trede deiz ressuscitet eus a varo da veo ?