Pajenn:Catechis, 1814.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

[N'heller ket tizhout skeudenn ar bajenn-mañ. Reizhet eo bet an destenn diwar skiant-vat.]

R. Rac n’eus nemet-ân a ve Vap da Zoue dre natur.

G. Petra ententet-hu dre ar gueriou-man ? Pehini so bet concevet dre vertu ar Speret-Santel ?

R. Me entend eo dre vertu ar Speret-Santel ê bet furmet Corf Jesus-Christ eus a pura Goat ar Verc’hes Vari.

G. Petra sinifi ar c’homsou-man : Ganet gant ar Verc’hes Vari ?

R. Da lavaret eo, ar Verc’hes Vari so chommet Guerc’hes, pa e deus ganet he Map, evel ma oa Guerc’hes pa e devoa e concevet.

G. Petra sinifi ar c’homsou-man : En deus gouzanvet dindan Ponç-Pilat ?

R. Da lavaret eo, Jesus-Christ so bet injuriet, scourgeet, curunet gant spern, ha staguet oc’h ur Groas en amser ma voa Ponç-Pilat Gouarneur e Judee.

G. Petra ententet-hu pa leveret eo maro Jesus-Christ ?

R. Me entent eo bet dispartiet e Ene dioc’h e Gorf, mæs Divinite hor Salver a voe bepret unisset ha gant e Gorf ha gant e Ene, en amser memes ma voa e Gorf hag e Ene dispartiet an eil dioc’h eguile.

G. Petra sinifi ar c’homsou-man : A so bet sebeliet.