Pajenn:Catechis, 1814.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

R. Daouzec.

G. Leveret ar Gredo e Latin.

R. Credo in Deum... E fin ar C’hatechis.

G. Leverit-hi e Brezonec.

R. Me gred e Doue... E fin ar C’hatechis.

G. Pehini eo ar c’henta articl eus ar Gredo ?

R. Me gred e Doue an Tad oll-galloudec, Crouer an En hac an Douar.

G. Petra sinifi ar guer guenta-màn : Me gred ?

R. Da lavaret eo, assanti a ràn a speret ha a galon d’ar guirioneou so er Gredo.

G. Petra ententet-hu dre ar guer-mân : an Tad ?

R. Me entent penaus ar c’henta Pherson eus an Dreindet so hanvet Tad, rac m’en deus a viscoas ur Map quer parfet hac-èn e pep tra.

G. Petra sinifi ar chomsou-màn : Crouer an En hac an Douar ?

R. Ar c’homsou-ze a sinifi en deus grêt Doue eus a netra an En, an Douar, ha quement tra so (*).

(*) Le Catéchiste ajoutera ici par manière d’explication, que le Fils et le Saint-Esprit sont, aussi-bien que Dieu le Père, Tout-puissans et Créateurs.