Pajenn:Catechis, 1814.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

boaniou an Ifern, hac evit merout deomp ar vuhe eternel.

G. Ha meritet hor boa-ni oll an Ifern ?

R. Ya, meritet hor boa ol an Ifern, abalamour da bec’het hon Tad quenta Adam.

G. Pe seurt pec’het en devoa grêt hon Tad quenta Adam ?

R. Disobeisset en devoa da Zoue, o tibri eus ar frouez en devoa difennet out-hàn.

G. Penaus Jesus-Christ en deus hor prenet-ni ?

R. Evel Den, en deus anduret evidomp, hac evel Doue, en deveus roet ur pris hep fin d’e boaniou.




AN TREDE CHABIST.
Var ar Credo, hanvet Simbolen an Ebestel.


AR GUENTA QUENTEL.

Articl quenta. Me gred e Doue, an Tad oll-galloudec, Crouer an En hac an Douar.


G. PEtra eo ar Gredo ?

R. Ur Reglen da ober profession eus ar Feiz pehini a zeu digant an Ebestel.

G. Pet articl so er Gredo ?