Pajenn:Catechis, 1814.djvu/17

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


c’hret Den ?

R. Jesus-Christ, pe Salver.

G. Jesus-Christ hag-èn so Doue ?

R. Ya.

G. Jesus-Christ hag-èn so Den ?

R. Ya.

G. Jesus-Christ eta so Doue ha Den assambles ?

R. Ya, Jesus-Christ so Doue ha Den assambles, rac m’en deus unisset en e Bersonaich e-unan natur Doue ha natur an Den.

G. Jesus-Christ evel Doue, da biou eff-èn Map ?

R. D’an Tad eternel.

G. Jesus-Christ evel Doue ha Den assambles, da biou c’hoas eff-èn Mab ?

R. D’ar Verc’hes Vari.

G. Ar Verc’hes Vari so eta e guirione Mam da Zoue ?

R. Ya, ar Verc’hes Vari so e guirione Mam da Zoue, rac ma eo Mam da Jesus-Christ pehini so guir Doue.




Ar Bedirvet Quentel.
Var Mister ar Redempcion.


G. PEtra eo Mister ar Redempcion ?

R. Jesus-Christ maro er Groas evit hon delivra eus a gaptivite ar pec’het, a