Pajenn:Catechis, 1814.djvu/16

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


loudoc’h pet cossoc’h evit ar Map pe ar Speret-Santel ?

R. Salocraç, tri Ferson an Dreindet so quer parfet an eil hag eguile, rac n’o deus o zri nemet ar memes Natur hag ar memes Divinite.




An Deirvet Quentel.
Var Mister an Incarnacion.


G. PEtra eo Mister an Incarnacion ?

R. Map Doue en em c’hret Den evit hon savetei.

G. Doue an Tad, hag-èn so en em c’hret Den ?

R. Salocraç.

G. Ar Speret-Santel hag-èn so en em c’hret Den ?

R. Salocraç ; Map Doue, hepquen, so en em c’hret Den evidomp.

G. Petra ententet-hu pa leveret en deus Map Doue en em c’hret Den ?

R. Me entent en deus quemeret ur C’horf hac un Ene henvel oc’h hon re, e coff ar Verc’hes Glorius Vari e Vam.

G. Penaus eo bet concevet Map Doue e coff ar Verc’hes Vari ?

R. Dre vertu ar Speret-Santel.

G. Penaus eo hanvet Map Doue en em