Pajenn:Catechis, 1814.djvu/122

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
118
Pedennou epad an Ofern.

ne doun nemet ur pec’her quez. Evit ar bec’herien oll disquennet var an douar, hac e fell deoc’h o c’hass d’ar Barados. Deut eta da galmi poaniou ma speret, deut da vellaat d’ar Gouliou eus a bere oun goloet, deut d’am zoma dre ho carante, d’am souten dre ho calloud, d’am savetei dre ho misericord.


Epad an Orasonou diveza.


Ne squizin quet, ma Doue, o presenti deoc’h ma desirou. Ho polonte eo e teuemp d’ho fatiga dre hor goulennou. Gourc’hemen a ret deomp squei var an nor hac hoc’h importuni. Petra-bennac ne veritan quet coms ouzoc’h, ne zispriset quet ar beden humbl a ran deoc’h ; ha dreist pep tra ne refuset quet din ar c’hraç d’am diguemeret er vro eürus eus a behini e roet esperanç din.


Pa ro ar Belec ar Venediction.


Drindet adorabl, Tad, ha Map, ha Speret-Santel, tri Ferson en un Doue hepquen, c’hui eo ar Penn quenta hac an termen diveza eus ma oll esperanç ; pliget gueneoc’h rei din ho penediction, ha dre ar venediction-ze grêt da adversourien va silvidez [sic] tec’het diouzin.


Epad an Aviel diveza.


Inspiret hoc’h eus din, ma Doue, santimanchou santel, roet dezo ar c’hraç hac an nerz da brofita em c’halon. Pardonnet din ar fautou