Pajenn:Catechis, 1814.djvu/121

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
117
Pedennou epad an Ofern.


Epad ar Bater.


Tad eternel, roet deomp eta hirio ar pez so necesser deomp evit profita eus a quement tra en deus grêt ho map evidomp. Roet deomp ar c’hraç da brocuri ho cloar. Roet courach deomp o sonjal en ho Rouantelez. Roet deomp ar c’hraç da anaout ha da ober ho po-lonte. C’hui hepquen a ell rei deomp ar vagadurez spirituel eus a behini hon eus ezom. D’ho cahout-hu e tleomp mont evit beza pardonnet. Abalamour deoc’h-hu e tleomp anduri an injuriou hac an affronchou. En ho madelez-hu e tleomp clasq sicour evit trec’hi hon adversourien, ha diouall oc’h an dangeriou a zo en dro deomp.


Epad an Agnus Dei.


Salver ar Bed, Oan leun a zouçder, maro dre garante evidomp, hor c’honsolet en hor maleuriou, hor sicouret en hon trubuillou, grêt ma reno ar peoc’h en hor c’halonou.


Epad Domine, non sum dignus, ha Communion ar Belec.


Ra vezin bepret unisset ganeoc’h, ma Doue, da viana dre zesir, quen na vo neteet ma c’halon, eus oll dachou ; hac ornet gant ar vertuziou a fell deoc’h da gaout ennan evit beza un tabernacl capabl da blijout deoc’h. Ne bellaet quet diouzin, ma Doue, abalamour