Pajenn:Catechis, 1814.djvu/120

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
116
Pedennou epad an Ofern.


Pa zaver an Hosti.


O Jesus carantezus ! rei a ret c’hoas bemde a neve ur merc sclær eus ho carante evidomp. En em offri a ret var an Auteriou dre zaouarn ho Peleyen. Ya, ma Salver, me gred emoc’h aman presant er Sacramant adorabl. Hoc’h adori a ran, hoc’h anaout a ran evit guir Doue ha guir Den.


Pa zaver ar C’halir.


O Jesus, ma c’harante ! adori a ran ho Coad precius er C’halir. Cant mil bennos deoc h da veza e squillet evidomp. Roet din ar c’hraç n’er souillin birviquen dre ingrateri na dre sacrilech.


Betec ar Bater.


Ho mad oberou, ma Doue, na dlefent james tremen eus hor sonch ! mæs allas ! ar Bed hac e vaniteou a zistro hor speret divar ho madelezou pere a verit quement hon oll attancion hac hon dazrou. Sonjal a ran avechou er pez hoc’h eus grêt evidon, mæs dibot a vech er pez a dlean da ober evidoc’h. Var digare m’hoc’h eus permetet hac ordrenet din esperout enoc’h, e quemeran re a fianç, hac en em abandonan d’ar bresomption. Ma c’haret hoc’h eus bete ar maro, hac a boan em eus ho caret e guirione ur momet hepquen eus ma buhe.