Pajenn:Catechis, 1814.djvu/12

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
8
Catechis

R. Ya, obliget int ; ha pec’hi a reont marvelamant, mar dint lezirec en un dever quen necesser.

G. Penaus e renquer asista er C’hatechis ?

R. Ret eo asista gant attantion, ha cahout bolonte da brofita eus ar pez a zesquer ennàn.




AN EIL GUENTEL.


G. PEhini eo Merc ar C’hristen ?

R. Sin ar Groas ; rac ma eo dre Sin ar Groas e tisqueus ar Gristenien int Disquibien Jesus-Christ maro var ar Groas.

G. Penaus e reer Sin ar Groas ?

R. O cass an dorn dehou d’an tal, goude d’an estomac, ac’hano d’ar scoa-glei, ha goude d’an hini dehou, o lavaret : En hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel. Evellen bezet grêt. Pe e Latin : In nomine Patris, et Filii, et Spiritûs Sancti. Amen.

G. Pe seurt vertuz ha nerz en deus Sin ar Groas ?

R. An nerz da gass an drouc-speret divar hon tro, da bellaat an tentationou, ha da denna bennos Doue varnomp ha var ar pez a reomp.

G. Pe-eur e renquer ober Sin ar Groas ?